Ur gumun gant 3 105 a annezidi ingalet war 5000 hektar, daou vourk, ur glad a-zoare a-fet an arkitektouriezh hag an natur, obererezhioù war dachenn an ekonomiezh hag ar c’henwerzh. Ha dreist-holl ur gumun gant e-leizh a gevredigezhioù, ouzhpenn 50, hag a ziskouez a-walc’h pegement a virvilh a zo gant he annezidi ha pegen brav e kavont bevañ asambles. Raktresoù bras (sevel ur skol nevez, advuheziñ eil pol kêr, ti ar yec’hed), renet gant skipailh an Ti-kêr, a laka youl ha nerzh hennezh war wel.
Gant al lec’hienn internet nevez-se e fell da skipailh an Ti-kêr ha da servijoù kêr reiñ talvoudegezh d’al lañs ha d’ar birvilh-se. Pa vezoc’h o follennata he fajennoù e weloc’h hor c’humun en un doare all : he endro, he c’hefridioù, he ferzhioù mat. Ur skeudenn eus hor c’humun eo al lec’hienn internet, met bez’ ez eo ivez un doare da gavout buan hag aes an titouroù ho pez ezhomm, pe e vefec’h o chom er gumun pe e teufec’h da welet anezhi hepken. En tu-hont da harzoù ar gumun, e ro deoc’h keleier diwar-benn identelezh ha plas Sant-Tegoneg Logeginer e-barzh Montroulez kumuniezh.
Dleet eo d’al lec’hiennoù internet bezañ bev ha cheñch dalc’hmat. Buhezegezh lec’hienn Sant-Tegoneg Logeginer a ziskouezo obererezh kêr, penaos ez a ar raktresoù war-raok, pegement a lañs a zo er c’horn-bro. Ken eeun ha tra, e servijo d’ar c’hevredigezhioù evit embann o c’heleier, hag e kemenno an abadennoù sevenadurel.
Ur verdeadenn vat a souetan d’an holl !
Solange Creignou
Maerez Sant-Tegoneg Logeginer